From Wikipedia, the free encyclopedia
Daou ster zo d'al lavarenn sevenadur ar bobl. Diouzh an eil tu emañ sevenadur pobl ar gouerien ha pouezus-kenañ e chom an obererezhioù sevenadurel a zo bet legadet d'ar Vrezhoned gant o gourdadoù ; diouzh an tu all, deuet eo Breizh (hag holl vroioù Kornôg Europa) da vezañ ur gevredigezh levezonet-don gant gizioù ar c'hêrioù.
Setu perak ez eo reishoc'h lakaat "sevenadur ar bobl" e-keñver ar saozneg popular culture, petra bennak ma'z eo disheñvel ster ar ger saoznek culture.
E-giz-se e c'heller renkañ an dañsoù breizhat, ar sonerezh breizhat ha sportoù hengounel Breizh evel ul lodenn eus sevenadur ar bobl e Breizh.
Sevenadur ar bobl a c'hall bezañ meizet evel ar saozneg folklore[1], da lâret eo sevenadur hengounel ur strollad tud. An dra-se a c'hallo bezañ hengounioù, kanaouennoù, kontadennoù, kredennoù, troioù-lavar. Ar folklore a gustume bezañ kaset a zen da zen dre gomz, mes en amzer-vremañ ez eus bet klasket mirout dre skrid ar sevenadur dre gomz eus meur a vro.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.