Un elfenn gimiek eo ar seleniom ; Se eo e arouez kimiek, 34 e niver atomek ha 78,96 e dolz atomek. Un nann-metal eo ar seleniom, par d'ar sulfur 16S, a zo e amezeg e strollad 16 taolenn beriodek an elfennoù.
Blot eo, liesdoare eo e neuz, etre hini ur metal gris ha hini gwer ruz. Dibaot a wezh e kaver seleniom glan en natur, ha pa vije e kenaozadoù ; seleniom ampur a gaver e kailhoù sulfidennoù pa vezer o kenderc'hañ kouevr diwarno. Eus ar c'houevr dreist-holl hag eus an nikel e vez tennet.
Japan hag Alamagn e voe ar bourvezerien bennañ e 2011, heuliet gant Belgia, Rusia, Kanada, Chile, Filipinez, Finland, Perou ha broioù all. War-dro 2 000 tonennad a seleniom a voe kenderc'het e 2011.
[1]
E 1817 e voe ar seleniom dizoloet gant ar gimiourien svedat Jöns Jakob Berzelius ha Johan Gottlieb Gahn. Diwar an henc'hresianeg σελήνη selênê, "Loar", e voe anvet an elfenn nevez peogwir e kredas dezho e oa or c'henaozad eus an telluriom, a oa bet anvet diwar anv latin an Douar.
E 1873 e kavas an ijinour tredaner saoz Willoughby Smith e oa harz ar seleniom stag ouzh nerzh ar gouloù.
Etre re e amezeien e strollad ar c'halkuzennoù 16S (sulfur) ha 52Te (telluriom) emañ perzhioù kimiek ar seleniom.
Kimiek
- Deviñ a ra en aer ha digemm e chom en dour. Pistrius eo pa vez lonket pe analet.
- A-drugarez da zizoloadenn W. Smith e ouzer e c'hall ar seleniom treuzkas an tredan.
- Ul liv ruz a ro d'ar gwer.
Izotopoù
C'hwec'h izotop a gaver en natur, pemp anezho o vezañ stabil : 74Se, 76Se, 77Se, 78Se ha 80Se. Ar c'hwec'hvet, 82Se, a dro da 82Kr (un izotop eus kripton), hogen peogwir ez eo 1020 a vloavezhioù hanter-vuhez 82Se e lavarer a-wezhioù ez eo stabil evelkent.
- War-dro an hanter eus ar seleniom a vez kenderc'het er bed a ya da fardañ gwer : dre rusaat ar gwer e lamer al livioù gwer pe velen a c'hoarvez alies en abeg da rannoùigoù houarn. Muioc'h a seleniom zo bet implijet e 2011 en abeg ma 'z eus bet kenderc'het muioc'h a wer ha m'emañ ar seleniom o kemer lec'h ar plom er fardañ arem.
- Muioc'h a seleniom a voe arveret ivez en danvezioù-strujañ hag er vitaminoù (prouet ez eus bet ez eo ret ar seleniom evit yec'hed mab-den, petra bennak ma c'hall bezañ arvarus pa vez lonket a-gementadoù bras)[1].
- Tredanrannadur ar manganez a vez graet dre ouzhpennañ 2 kg a zioksidenn Se dre donennad Mn.
- Da fardañ livegennoù evit al livajoù ez implijer seleniom ivez.
- Evel ledreüzenn e veze arveret en ardivinkoù luc'hdredanel, e kameraioù ar skinwel, el luc'heilerioù hag en untuaerioù ; bremañ avat ez eo bet erlec'hiet gant ar silikiom en darn vuiañ eus an ardivinkoù, pe gant kenaozadoù fardet gant mab-den ; pouezus avat e chom ar seleniom er fardañ daspugnerioù dre heol.
- Oksidenn keriom 58Ce a vez implijet da livañ (pe zislivañ) ar gwer e-lec'h ar seleniom.
- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012