Seizh Marzh Kembre
From Wikipedia, the free encyclopedia
Seizh Marzh Kembre, Saith Rhyfeddod Cymru e kembraeg pe Seven Wonders of Wales e saozneg, a vez lavaret eus seizh tra souezhus en Hanternoz Kembre, hervez ur rimadell saoznek :
Pistyll Rhaeadr and Wrexham steeple,
Snowdon's mountain without its people,
Overton yew trees, St Winefride's well,
Llangollen bridge and Gresford bells.
Skrivet e vefe bet e dibenn an XVIIIvet kantved pe deroù an XIXvet gant ur beajer saoz[1].
Kemmañ a reas an niver gant ar bloavezhioù : hervez Daines Barrington, en ul lizher skrivet e 1770, e oa Pont Llangollen unan eus five wonders of Wales, "pemp marzh Kembre"[2].