![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/16/Nyyazov_in_February_1998.jpg/640px-Nyyazov_in_February_1998.jpg&w=640&q=50)
Saparmyrat Nyýazow
From Wikipedia, the free encyclopedia
Saparmourat Atayevich Niyazov (Hervez reolennoù-skrivañ nevez an turkmeneg: Saparmyrat Ataýewiç Nyýazow, distaget: [θɑːpɑːrmuːrɑːt niːjɑːðɒv]), bet ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1940 en Aşgabat, marvet d'an 21 a viz Kerzu 2006 en Aşgabat, a zo bet unan eus tud pennañ Turkmenistan abaoe 1985. Prezidant ar vro eo bet ivez abaoe ar 21 a viz Mezheven 1991, ha bet disklêriet Prezidant da viken d'an 29 a viz Kerzu 1999.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/16/Nyyazov_in_February_1998.jpg/640px-Nyyazov_in_February_1998.jpg)
D'an 22 a viz Here 1993 e tisklêrias e voe bet kemmet e anv gantañ hag adalek ar poent-se e ranke bezañ anvet Turkmenbachi (reizhskrivadur turmenek: Türkmenbaşy, kirillek: Туркменбаши) hag a dalv "Penn an an Durkmened" diwar skouer Mustafa Kemal Atatürk.
Tamallet e vez gant broioù ar c'hornôg da vezañ un diktator kriz hag a vac'h war e bobl. Ouzhpenn-se e vez tamallet da gas war-raok ur politikerezh diazezet war e bersonelezh dre ma vez kavet dre ar vro a-bezh poltredoù ha delwennoù anezhañ, a-wechoù alaouret zoken, ha dre ma vez lakaet al levr Ruhnama ("Levr an Ene"), bet skrivet gantañ, da levr sakr.
Gant Turkmenbachi an hini e oa bet divizet chom a-sav da skrivañ an turkmeneg gant lizherennoù kirillek, d'ober kentoc'h gant al lizherenneg latin evel ma reer e turkeg, ur yezh kar.