kumun aostriat From Wikipedia, the free encyclopedia
Kêr-benn Stad kevredet Salzburg (stad), Aostria eo Salzburg (alamaneg evit "kastell an holen"), lesanvet "Roma an Alpoù". Lec'hiet eo war ar vevenn etre Aostria ha Bavaria, Alamagn, war riblennoù ar stêr Salzach. Rannet eo kêr e 13 arondisamant, 145 000 annezad enni. Ganet eo bet Wolfgang Amadeus Mozart eno e 1756.
Korvoet eo bet ar mengleuzioù holen adalek Oadvezh kentañ ar Maen hag e-pad Oadvezh kentañ an Houarn pa oa mestr ar Gelted war ar vro. Nepell diouzh Salzburg ez eus bet kavet e kêriadenn Hallstat ur vered vras enni 2000 bez.
Colonia Hadriana e oa bet anvet kêr gant ar Romaned. Er Grennamzer uhelañ e tiazezas sant Rupert un abati evit al leaned hag e nizez, unan all evit al leanezed hag e tiorroas ur gêr en-dro dezho. Anvet eo bet diwar ar mengleuzioù holen a gaver tro-war-dro. Diouzh kenwerzh an holen e kreskas ar galloud lec'hel ken e voe lakaet ar gêr da arc'heskopti en 11vet kantved.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.