Levr ar Salmoù
naontekvet ha bras levr an Bibl, kediad ar 150 pennads, faoutañs yn 5 levres: Levr I: 1 a 41; levr II: 42 a 72; levr III: 73 a 89; levr IV: 90 a 106; levr V: 107 a 150 / From Wikipedia, the free encyclopedia
Levr ar Salmoù (ספר תהילים / Sefer Tehillim en hebreeg, Levr ar Meuleudioù ; زبور Az-Zabur en arabeg) zo ul levr eus ar Bibl, ennañ barzhonegoù da vezañ kanet. Emañ en Testamant Kozh ha skrivet eo bet en hebreeg evel-just. 150 salm zo ennañ, niverennet eus I da CL.
Dont a ra an anv eus ar ger gregach ψαλμός psalmos a veze graet eus un ton sonet gant ar psalterion. Diouzh o anv neuze e ouzer eo ar Salmoù barzhonegoù bet skrivet evit bezañ kanet. An eilad a c'helle dont eus binvioù a bep seurt, alies binvioù dre gerdin, binvioù all a-wechoù. Bez' ez eus Salmoù a zo meneget ar benveg-seniñ aliet enno.
Savet e vijent bet gant un dek oberour bennak ; 73 anezho a vez lakaet war gont ar Roue David : gantañ e vijent bet skrivet en Xvet kantved kent JK. Moarvat eo bet skrivet ar Salmoù etre ar bloavezhioù 1300 ha 800 kent JK.