Sac'h-dorn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur sac'h-dorn zo ur sac'h da zougen en dorn, hag a servij d'ar merc'hed da lakaat pezh o devez ezhomm pa vezont o pourmen e kêr : yalc'h, alc'hwezioù, paperoù, lunedoù, melezourig, fardoù hag all. Ur c'hodell vras zo ennañ ha meur a c'hodell vihan alies. Douget e vez en dorn, met darn zo deuet da vout seier-[[skoaz}} kentoc'h.
Ur rikoù diouzh ar c'hiz eo ar sac'h-dorn, hag un dra da ziskouez eo ivez, hag a c'hall bezañ gwerzhet ker-ruz gant marc'hadourien veur ar c'hiz.