![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f4/10_Jahre_WP_%252810_H%25C3%25A4nde%2529.jpg/640px-10_Jahre_WP_%252810_H%25C3%25A4nde%2529.jpg&w=640&q=50)
Dorn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar rann eus an ezel krec'h a zo e dibenn pep brec'h an dud hag ar primated, hag a zo pemp biz warnañ, eo an dorn. Dre ma vez daou zorn gant pep den peurliesañ e komzer eus daouarn un den.
Organ ar c'hemer eo an dorn a-drugarez d'ar biz-meud a zo keharpus ouzh ar bizied arall, hag organ pennañ ar stekiñ eo ivez.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/0/07/Lefthand0.jpg)
Dorn kleiz un den
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f4/10_Jahre_WP_%2810_H%C3%A4nde%29.jpg/640px-10_Jahre_WP_%2810_H%C3%A4nde%29.jpg)
Dek dorn
Ar bizied eo an izili spisañ da-geñver lec'hiadur, hag enno emañ lod takadoù kizidikañ ar c'horf, alese o ferzh pennañ er c'hemer hag er stekiñ. Evel a c'hoarvez gant an daouorganoù arall evel an daoulagad pe an treid ez eo pep dorn reoliet dre vras gant an hanterenn empenn a zo keharp outañ : an hanterenn gleiz a vestrogn an dorn dehou.