Ar Sturmabteilung (SA; Unvez argadiñ) a oa kentañ aozadur ledvilourel ar strollad Nazi (NSDAP). Warnañ en em ziazezas Adolf Hitler war e hent war-zu ar galloud er bloavezhioù 1920 ha 1930. Roll pennañ an aozadur a oa difenn an emvodoù pe an dibunadegoù nazi. Ouzhpenn-se e oa karget da blantañ reuz en emvodoù ar strolladoù all, stourm a-enep an unvezioù ledvilourel stag ouzh ar strolladoù politikel all, dreist-holl re ar Roter Frontkämpferbund, stag ouzh ar Kommunistische Partei Deutschlands (KPD). An aozadur feuls a blije dezhañ tagañ ar Slaved, Romed, sindkalourien, hag, dreist an holl re all, ar Yuzevien – da skouer, e-pad boycott nazi an embregerezhioù yuzev.

Thumb
Logo an SA
Thumb
Hitler dirak un dibunadeg SA e Nürnberg e 1935

"Beefsteaks" e-touez ar renkoù

En e levr embannet e daou damm e 1936 ha 1937, Hitler-Biographie, an istorour alaman Konrad Heiden a skrive en devoa merzet e oa e-touez renkoù an SA "un niver uhel a gomunisted ha sokial-demokrated" hag "un toullad mat a izili eus an SA a zo lesanvet 'beefsteaks' – gell er-maez met ruz e-barzh." Ken uhel e oa an niver a izili nevez er Sturmabteilung ha na oant ket nazied ma oa ur farsadenn embannet gant an SA "En hon unvezioù argadiñ ez eus tri nazi, met a-benn nebeut e vint skarzhet ganimp."

Thumb
Elk Eber, So war die SA, taolenn 1938. Prenet e oa bet gant Hitler evit bezañ war ziskouez er gañsellerezh nevez.

An niver a izili doare 'beefsteaks' a vez laret bezañ bet uhel-mat e kêrioù 'zo, dreist-holl e norzh Alamagn, lec'h ma oa uhel levezon Gregor Strasser hag e vennozhioù pe Strasserismus. Penn ar Gestapo etre 1933 betek 1934, Rudolf Diels, a embanne ar sifr a "70 dre gant" eus an izili nevez en SA e kêr Berlin a oa bet komunisted. Lod istorourien a embann e oa soubet an SA hag SS gant marksourien ha reveulzierien sokialour, eno "an huñvreerien hag ar re a gomz eus ur republik marksour a zo uhel en SA hag SS (77,6 ha 63 dre gant)."

Ul lod istorourien a lak war-raok ar fed ma oa darn izili an SA hiniennoù ar c'hlasad labourerien pe tud dilabour anezho, laouen e oant gant ul lodenn eus mennozhioù ar Marksour-leninourezh pe sokialouriezh. Gortoz a raent eus Hitler e vefe doujet d'ar 25poent embanent e programm an NSDAP. An istorour Thomas Friedrich a lak war-raok e oa un taol-kleze en dour ar strivoù gant Strollad komunur Alamagn da zesach izili an SA. Ar re-se a oa en ul lid eus Hitler hag heuliañ a raent anezhañ gant ar mennozh e oa ret distrujañ da vat ha da viken an "enebour marksour".

An anv "beefsteak" a vez implijet ivez evit ober eus a dud a rae mont-dont etre ar strollad Nazi ha komunour, dreist-holl ar re e-touez an SA.

Izili brudet

Muioc'h a ditouroù Aozadurioù nazi, Naziegezh en istor ...
Thumb
Aozadurioù nazi
Strollad NaziSturmabteilung (SA)Schutzstaffel (SS)Yaouankizoù hitlerour
Naziegezh en istor
Alamagn naziEz-NaziedKendalc'h NürnbergKerzh Hitler d'ar galloudKronologiezh deroù an NaziegezhLoskaberzhNeveznaziegezhNozvezh ar C'hontilli HirNozvezh StrinkProsez Nürnberg
Ideologiezh Nazi
GleichschaltungKevrinegezh naziKredennoù politikel HitlerLuskad VölkischMein KampfProgramm naziPropaganda NaziTisavouriezh Nazi
Naziegezh ha gouenn
Arnodennoù nazi war an dudEugenouriezh naziNaziegezh ha RelijionMezeien naziNaziegezh ha ''gouenn''Politikerezh gouennel Alamagn naziProsez ar vezeien
Strolladoù politikel ha luskadoù nazi e-maez Alamagn
German American BundNasjonal SamlingNationaal-Socialistische BewegingNational Socialist BlocNational Socialist LeagueParti national social chrétien
Dodennoù kar
Geriaoueg an Trede ReichNeonaziegezh
Listennoù
Levrioù Adolf HitlerNazied kozh bet kreñv o levezon goude 1945Nazied vevPrezegennoù Adolf HitlerRenerien ha pennadurezhioù ar strollad naziRoll SSed

Porched ar politikerezh
 g  ka  ke 
Serriñ

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.