From Wikipedia, the free encyclopedia
Sándor Petőfi (pe Petőfi Sándor hervez ar boaz hungarek, distaget [ˈpɛtøːfi ˈʃaːndor]) (1añ a viz Genver 1823 - 31 a viz Gouere 1849) a oa ur barzh hungarek hag a seller outañ evel barzh broadel Hungaria. Unan eus pennoù bras Dispac'h Hungaria e 1848 e voe. Gantañ e voe skrivet Nemzeti dal , ur varzhoneg hag a lakaas an Dispac'h da darzhañ, diouzh a lavarer.
Ganet e voe da zeiz kentañ ar bloavezh 1823 e Kiskőrös, e Rouantelezh Hungaria hag a oa ul lodenn eus Impalaeriezh Aostria da neuze. Mab e oa d’un tavarnour-kiger a orin slav ha d’e wreg, ur Slovakez anezhi. E dud a gasas anezhañ da skolioù mat met koll he madoù a reas ar familh ha rankout a reas ar mab kuitaat al lise da 16 vloaz. Mont a reas d’ober labourioù bihan e c’hoarivaoù ha da gelenn, kent mont da soudard e Sopron, etre 1839 ha 1841. Goude e voe komedian ha studier e Pápa, ur gêr eus kornôg Hungaria. Ar varzhoneg kentañ a voe embannet gantañ, e miz Mae 1842, a oa sinet Petrovics, anv e dad. Met buan, e fin ar bloaz 1842, en em lakaas da sinañ Petőfi, stumm hungarek an anv-se, hag a dalvez « mab Pêr ». Daoust da orin e dud e tiskouezas, adal e skridoù kentañ, ur vrogarouriezh entanet evit Hungaria. Ul labour kazetenner a gavas e Pest hag embann a reas un dastumad barzhonegoù kentañ e 1844. Dimeziñ a reas e miz Gwengolo 1847. Goude e levr kentañ e teuas da vezañ ur barzh hag a blije d’ar vrogarourien hag a zisplije d’ar virourien.
E Pest e taremprede tud yaouank all, lenneien ha studierien, hag en em gave kenetrezo alies da gas an hungareg war-raok evel yezh lennegel, e-lec’h an alamaneg. Ar c'hoariva a-vicher kentañ en hungareg (Pesti Magyar Színház) a voe digoret da neuze, e 1837. Bez’ e voe Petőfi e-touez pennoù an Dispac’h a darzhas e miz Meurzh 1848. Kemer a reas perzh er skrid anvet 12 Pont (12 poent, goulennoù graet ouzh an Tiegezh Habsburg) ha sevel a reas ur varzhoneg anvet Nemzeti dal hag a seller outi evel uhelboent e oberenn.
Lennet e voe e varzhoneg gantañ dirak ar bobl emsavet e Pest, d’ar 15 a viz Meurzh 1848, da c'helver an dud da stourm evit dizalc’hiezh Hungaria. Goude-se e kemeras perzh en emgannoù. Mont a reas Petőfi diwar wel en emgann Segesvár (Sighișoara bremañ), un emgann a-enep ar Rusianed deuet da sikour an Habsbourged. Eno, d’an 31 a viz Gouere 1849, e stourme e-kichen ar jeneral Józef Bem, un dispac’her polonat divroet. Moarvat e voe lazhet e-pad an emgann, evel m’en doa diouganet e-unan en unan eus e varzhonegoù. Abaoe e seller outañ evel un haroz hag ur barzh broadel[1].
Troet e voe lod eus e varzhonegoù en alamaneg hag e tchekeg, hag eñ bev c’hoazh, ha meulet e voe e oberenn gant Nietzsche ha gant Victor Hugo. Goude e varv e teuas da vezañ, dre Europa a-bezh, un arouez eus ar stourm evit frankiz Hungaria[2].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.