Rùm
From Wikipedia, the free encyclopedia
Rùm (pe Rum e saozneg alies) zo unan eus an Inizi Gall, e Bro-Skos. Bihan eo an enezenn, n'eus nemet un 30 a dud o chom eno, e-kichen kastell Kinloch, en arvor reter.
- Arabat droukveskañ Enez Rùm gant "Rum Island", dirak Sea Lion Island en Inizi Falklands pe "Rum Island" en Inzi San Juan e Stad Washington e SUA.
E-pad ur mare e oa bet anvet Rhum gant ar perc'henn George Bullough, abalamour ma tisplije dezhañ an anv saoznek Rum, a zo anv ar rom e brezhoneg. N'oa ket deuet dezhañ ar soñj da gemer an anv gouezelek gwirion. Kalz inizi bihan all zo e Bro-Skos, hag ar 15vet brasañ eo Rùm.
Annezet abaoe an 8vet milved kent JK ha gant-se e kaver eno roudoù tud a zo eus ar re goshañ en istor Skos.