![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/bd/Kingdoms_of_Israel_and_Judah_map_830.svg/langbr-640px-Kingdoms_of_Israel_and_Judah_map_830.svg.png&w=640&q=50)
Rouantelezh Israel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Rouantelezh Israel zo ur rouantelezh kozh eus ar reter nesañ savet gant an Hebreed e Palestina en oadvezh an houarn, hag a badas war-dro 200 vloaz, adal fin an Xvet betek an VIIIvet kantved a-raok JK (dre vras 930-720 kent JK). Alies e vez lavaret rouantelezh Samaria pe rouantelezh an hanternoz, evit he disheñvelout diouzh rouantelezh Yehouda, er c'hreisteiz dezhi. Hervez ar Bibl hebreek, e teuas war-lerc'h rouantelezh unanet Israel ha Juda. « Ephraim » a vez lavaret anezhi ivez.
- Ur pennad Israel zo ivez, diwar-benn ar stad a vremañ.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/bd/Kingdoms_of_Israel_and_Judah_map_830.svg/640px-Kingdoms_of_Israel_and_Judah_map_830.svg.png)
Meur a diegezh a renas warni. Kentañ kêr-benn e oa Sichem, pe Shec'hem[1], a-raok ma voe kaset gant Jeroboam da gêr Tirça. Goude e voe savet kêr Samaria gant Omri, ha honnezh a chomas kêr-benn betek fin ar rouantelezh. Hervez ar Bibl e oa pellaet ar vro diouzh kelennadurezh Moizez ha kouezhet en azeulerezh an idolennoù.
War dro 720 kent JK e voe distrujet Rouantelezh Israel gant an impalaeriezh asirian.