Rouantelezh Ar Pek
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Pek eo an anv a reer eus ar rouantelezh vrezhon lec'hiet e Peninoù ar Su, er pezh a zo hiziv bann ar Peak. Krouet e voe, war a seblant, pa voe rannet e rouantelezh gant Pabo Post Prydain, roue ar Peninoù, etre e zaou vab e 525. Degemer a reas Sawyl Penuchel ar Su tra ma voe roet ar pezh a yelo da rouantelezh Dunoting d'e vreur.
Fedoù berr-ha-berr
Rouantelezh ar Pek | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Roue | Sawyl Penuchel | |||
Istor | ||||
- Rannañ a ra Pabo Post Prydain e rouantelezh etre e daou vab | 525 | |||
- Aloubet gant Bernikia | 590 | |||
Serriñ
N'anavezer ket penaoz e voe anvet ar rouantelezh gant hec'h annezidi, met marteze e oa Ar Pek rak ar strollad sakson a zalc'has he zachenn lavare bout Pecset, pe Saksoned ar Pek.
Ne badas ket hir rouantelezh ar Pek. He feuraloubiñ a reas Angled Bernikia war-dro 590 ha ret e voe da Sawyl Penuchel tec'hout da Gembre