![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d5/Ireland_early_peoples_and_politics.gif/640px-Ireland_early_peoples_and_politics.gif&w=640&q=50)
Roll rouaned Uladh
Wikimedia roll / From Wikipedia, the free encyclopedia
Roue Uladh (Rí Ulad en heniwerzhoneg, Rí Uladh en iwerzhoneg), anvet ivez Roue Ulaid ha Roue an Ulaid, e oa titl rouaned rouantelezh proviñsel iwerzhonat Ulaid. Implijet e veze ivez a-wezhioù an titl rí in Chóicid a dalvez "roue ar bempvedenn"[1].
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d5/Ireland_early_peoples_and_politics.gif/640px-Ireland_early_peoples_and_politics.gif)
Douget da gentañ gant renerien an Ulaid mojennel ha goude gant re an Ulaid istorel, dezho un dachenn kalz bihanoc'h, ez eas an titl rí Ulad da get goude aloubadeg Ulaid gant an Angled-ha-Normaned e 1177 ha savadur kontelezh Uladh. Roet e veze an titl a rex Hibernicorum Ulidiae a dalvez "Roue Iwerzhoniz an Ulaid" da zinastiezh re Mac Dúinnshléibe eus Ulaid (saozneg : Donleavy / Dunleavy)[2] betek ar mare ma'z eas da get e dibenn an XIIIvet kantved.
Goude diskar ar gontelezh e 1333 e voe dasorc'het hag uzurpet an titl, goude 1364, gant kevezerien vras renerien an Ulaid, Uí Néilled an norzh o doa aloubet dismantroù ar gontelezh ha diazezet tuath adanvet Clandeboye. Mistri e oa deuet Uí Néilled an norzh da vezañ war hanternoz Iwerzhon, hag o douaroù a glote dre vras gant ar pezh zo Cúige Uladh hiziv. Dereout a rae an titl d'o domani eta hag adanvet e voe hennezh Ulaid, dezhañ ment rouantelezh an Ulaid mojennel tamm-pe-damm[2]. "Priñs Ulaid" a zeuas da vezañ un titl boutin evit an O'Neill (Ui Neill en iwerzhoneg) betek Tec'hadenn ar gonted e 1607.