Roll armoù Douar ar C'hreiz
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar pennad-mañ a ro roll armoù Douar ar C'hreiz a gaver en oberenn ar skrivagner saoznek J. R. R. Tolkien hag en aozadennoù e romantoù, Aotrou ar Gwalennoù, An Hobbit ha The Silmarillion[1][2]. Tolkien a gemeras skouer diwar prantad ar Grennamzer uhel hag an henamzer evit ijinañ armoù e oberenn. Klotañ a ra mat-tre neuz an armoù hag an houarnwiskoù deskrivet gantañ gant re sevenadur Europa an norzh a gaver e Beowulf, er sagaioù norsek hag e oberennoù damheñvel. E The Fall of Gondolin (kouezhadenn Gondolin), ar c'hentañ istor skrivet gantañ, Elfed Gondolin a ra gant saeoù houarn, klezeoù, skoedoù, goafioù, bouc'halioù ha gwaregoù henvel ouzh re Europa an norzh. E skridoù all Tolkien e vez impiljet an armoù hag an houarnwiskoù-se gant an holl ouennoù : Elfed, Korred, Men, Hobbited, hag Orked[2].
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Evel en istorioù o deus awenet anezhañ, armoù Tolkien o deus alies pep a anv, a-wezhoù gant enskrivadurioù e runoù hag a ziskouez ez int hud hag o deus o istor hag o galloud dezhe o-unan[1].