![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/03/Excalibur_the_Sword%252C_Howard_Pyle_1902.jpg/640px-Excalibur_the_Sword%252C_Howard_Pyle_1902.jpg&w=640&q=50)
Kleze
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur c'hleze (pe : klezeñv) zo un arm-stok implijet da droc'hiñ, hennezh a zo hiroc'h evit ur gontell pe ur gougleze, ul lavnenn hir dezhañ, staget ouzh un dornell. Gallout a ra bout eeun pe krommet ha dornaet da droc'hiñ pe gwanañ.
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Kod MCN ...
Serriñ
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/08/Espadon-Morges.jpg/320px-Espadon-Morges.jpg)
A-zivout e orin, e voe krouet ar c'hlezeier kentañ e keit oadvezh an arem en ur emdreiñ diwar ar gougleze, war dro 1600 k.J.K.. Chom a reas berr a-walc'h e lavnenn hag hep kroaz ouzh ar wardenn betek ar grennamzer uhel.
A-hed an amzer e teuas da vout muioc'h mui begek al lavnenn da c'hallout bout dornaet aesoc'h ha gwanañ donoc'h an enebour.
Donet a ra ar ger Klezeñv eus ar c'hentgelteg kladiwos, kenaozet gant kladyeti a dalva "skeiñ", hag ar lostger wos.
Meur a seurt a glezeñv a zo, en o zouesk:
- Gladius (kleze an romaned)
- Claidheamh-mòr (kleze hir ar skosiz)
- Zweihänder (kleze hir al Landsknecht)
- Katzbalger (kleze berr al Landsknecht)
- Rapier (kleze begek implijet gant ar spagnoliz)
- An haroz Ravana o troc'hañ Jatayu gant e gleze Chandrahas
Ravi Varmâ (1848–1906), 1895