![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/16/Actroid-DER_01.jpg/640px-Actroid-DER_01.jpg&w=640&q=50)
Robot
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur robot zo un ardivink speredek a c'hall seveniñ labourioù e-unan, pe o vezañ renet. Da gustum, ur robot zo un ardivink tredantreloc'hel renet gant un urzhiataer ha dre brogrammadur elektronek. Emren pe hanter-emren e c'hall ar robotoù bezañ, en o mesk daou seurt diazez : ar re a vez implijet gant an enkaskerien hag a labour en endro an dud, evel ASIMO ha TOPIO, hag ivez ar re o deus palioù resis ha dibar, evel an nanorobotoù pe ar robotoù hed; ha robotoù skoazeller a vez implijet d'ober pe da zilec'hiañ traoù pe da seveniñ labourioù dañjerus pe arabadus, evel robotoù an industriezh pe ar robotoù heloc'h pe ar robotoù mevel. Ur perzh boutin dezhe ivez zo e roont ar soñj, dre o neuz pe o fiñvoù, o deus ur mennozh pe ur pal dioute o-unan.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/16/Actroid-DER_01.jpg/640px-Actroid-DER_01.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/92/TOPIO_3.jpg/640px-TOPIO_3.jpg)