From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur skrivagner amerikan eo Robert Ervin Howard (22 a viz Genver 1906 e Peaster – 11 a viz Even 1936 e Cross Plains). Gwelet e vez outañ evel unan eus krouerien ar moliac’h (fantasy), evel J.R.R. Tolkien.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Robert E. Howard |
Anv ganedigezh | Robert Ervin Howard |
Anv-bihan | Robert, Ervin |
Anv-familh | Howard |
Deiziad ganedigezh | 22 Gen 1906 |
Lec'h ganedigezh | Peaster |
Deiziad ar marv | 11 Mez 1936 |
Lec'h ar marv | Cross Plains |
Doare mervel | Emlazh |
Lec'h douaridigezh | Greenleaf Cemetery |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | faltazi |
Bet war ar studi e | Howard Payne University, Brownwood High School |
Lec'h labour | Cross Plains |
Deroù ar prantad labour | 1924 |
Oberenn heverk | The Hour of the Dragon, Worms of the Earth, Pigeons from Hell |
Levezonet gant | H. Rider Haggard |
Robert Ervin Howard a zo bet ganet e Peaster (Texas) d’an 22 a viz Genver 1906. Isaac Mordecai Howard (e dad), hag a oa mezeg, a lakaas e familh da zilojañ meur a wech. Adalek miz Genver 1915 en em stalias ar familh Howard etre Brownwood hag Abilene, e kêriadennoù evel Cross Cut, Burkett. Ar familh en em stalias da vat e Cross Plains adalek 1919. Hervez kont e vefe bet Howard un den 2 vetrad uhelder dezhañ, ur bugel gwan hag a veze skoet gantañ, hag ur marc’heger ampart. Studiañ a reas e Cross Plains, hag e Brownwood, hag e paouezas gant e studioù e-kreiz e vloavezh kentañ er skol-veur. Pa voe yaounank c’hoazh e tiskouezas e oa dedennet gant ar sevel skridoù hag al lenn. Kalonekaet e voe gant e vamm, dizoloiñ a reas ar c’hazetennoù pulp, hag e stagas da vat da skrivañ adalek 1921.
E istor kentañ "Spear and Fang" a voe embannet er gelaouenn Weird Tales pa oa-eñ 19 vloaz. Goude un nebeud bloavezhioù diaes e teuas da vezañ brudet e 1928, pa voe embannet istorioù Solomon Kane, ha dreist-holl peogwir e teuas a-benn da werzhañ e istorioù, en o zouez rentaoù-kont krogadoù boks, da gelaouennoù all. Brudetoc’h e voe c’hoazh e 1930 a-drugarez da zanevelloù evel "Roueed an noz", "An den du", "Doueed Bal-Sagoth" hag un heuliad diwar-benn ar C’hroazadegoù. Kregiñ a reas ivez da genskrivañ gant Howard Phillips Lovecraft, hag e kendalc’has betek e varv. A-drugarez da grouidigezh Conan (e 1932) e chom brudet c'hoazh hiziv an deiz. Daoust d’ar pezh a c’haller klevout a-wechoù ne skrive ket Howard pa veze mezv, er c’hontrol e laboure e destennoù dizehan : bez ez eus c’hoazh miliadoù a bajennedoù brouilhoñs gouestlet da Gonan ha n’int ket bet embannet.
Paket e oa e vamm gant an droug-skevent abaoe pell, ha war ziskar ez eas he yec’hed er bloavezhioù 1930. War a seblant e voe diaes an darempredoù etre ar vamm hag he gwaz, neuze ez eo Robert a reas war he zro, rak pouezus-tre e oa e vamm evitañ. Labourat a rae Howard evit paeañ louzoù ar vamm padal ar gwaz a oa aet kuit. E 1934 e kejas Howard gant ur plac’h anvet Novalyne Price, hag a oa o paouez bezañ anvet da skolaerez e Cross Plains. O darempred a chomas a-sav da vat en nevez-amzer 1936. D’ar mare-se ez ae fall-tre yec’hed mamm Howard, hag anat e oa e oa-hi o vont da vervel. D’an 11 a viz Even 1936, pa voe kadarnaet da Robert Howard ne c’hellfe ket e vamm dihuniñ diouzh he c’homa, en em lazhas Howard en ur dennañ un tenn en e ividig, e-pad eizh eurvezh e voe war e drememvan. Ar vamm a varv an deiz war-lerc'h. Pell zo e oa kroget Howard da brederiañ war e emlazh (abaoe war-dro 1923), a-raok ma’z afe da fall yec’hed e vamm. Setu perak ne c’hall ket marv e vamm bezañ displegadenn nemeti e emlazh.
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.