![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d4/Anterior_view_of_human_female_and_male%252C_with_numbers.svg/langbr-640px-Anterior_view_of_human_female_and_male%252C_with_numbers.svg.png&w=640&q=50)
Reizh
organ a servij evit ar revelezh / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar reizh, ar rev a reer eus an hollad organoù a laka kemm etre ar bared hag ar parezed hag a servij evit ar revelezh.
En un doare skiantel e c'heller komz eus an doareennoù reizhel a renk kentañ a servij d'an embarañ hag a vez gwelet splann an aliesañ adalek devezh ar c'hanedigezh. Komzet e vez eus ur barez pa vez an organoù reizhel parez gant ar boud bev, pe eus ur par pa vez an organoù par gantañ. A-wezhioù n'eo ket ken splann-se ha par pe barez eo ar boud nevez-c'hanet.
An doareennoù reizhel a eil renk eo an hollad diforc'hioù etre ar bared hag ar parezed na servijont ket evit ar gouennañ hag a c'hoarvez da vare ar c'hrennoad evit mab-den, pe na vez gwelet nemet gant hiniennoù gour. En o zouez emañ bronnoù ar merc'hed pe mouezh boud ar baotred evit a sell ouzh spesad Mab-den, livioù disheñvel etre pared ha parezed evit kalz spesadoù laboused, hag all.