Reizhiad enborc'hadel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Hollad ar c'helligoù, ar gwagrennoù hag ar gwiadoù a vorc'h hormonoù e gwad ur bevedeg a-benn reoliañ e emzalc'h bevedel eo ar reizhiad enborc'hadel.
Ur reizhiad arhentoù evel ar reizhiad nervennel eo, nemet e-lec'h kas arhentoù tredanel e kas reoù gimiek : an hormonoù, a reoilh kalz arc'hwelioù er bevedegoù – en o zouez an imor, ar c'hresk, arc'hwel ar gwiadoù hag ar c'hennevid – dre gelligoù arbennik ha gwagrennoù enborc'hadel.
Kemm a lakaer etre ar reizhiad enborc'hadel hag ar gwagrennoù ezvorc'hadel ma vez borc'het an hormonoù dre ur ganol-vorc'hañ ha n'eo ket er gwad war-eeun.
An enborc'honiezh eo ar skiant a bled gant ar reizhiad enborc'hadel, an hormonoù, o gweredoù (o efedoù) war ar bevedegoù, gant ar c'hlenvedoù a c'hoarvez pa ned a ket ar reizhiad en-dro hag an doaeroù d'e bareañ.
Meur a wagrenn a ya da sevel ar reizhiad enborc'hadel ; un "ahel" a reer eus ur strollad gwragenoù a gas arhentoù an eil d'eben, evel an ahel gouzerc'hvel-gougorfenn-gwagrenn us-lounezh. Boutin d'an holl wagrennoù enborc'hañ eo an diouer a ganol, an niver bras a wazhiennoù, ha vakuolennoù ma vez boniet an hormonoù.
Lod organoù a ren un arc'hwel enborc'hadel eilrenk : an avu, ar galon, al lounezhi, ar gonadoù zo en o zouez ; gant al lounezhi, da skouer, e vez enborc'het an hormonoù eritropoietin (a laka an eritrokit da greskiñ e mel an eskern) ha renin (a reoilh ar c'hementad a wad a zo en ur bevedeg).