Kellig
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar mennozh kentañ a vez gant an dud a zo e vez savet pep organeg ganto ha diwarno evel ma vez savet un ti gant brikennoù ; n'eo ket ur mennozh faos met pep brikenn eus an ti ne vez enni holl dalvoudoù na holl berzhioù an ti e-unan evel ma vez gant ar gellig. Gwelloc'h e vefe tostaat ar gellig eus ur boud en ur strollad pe gwelloc'h c'hoazh eus an den er gevredigezh gant an holl berzhioù, magañ, gouennañ ha daremprediñ.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/7/7c/Epithelial-cells.jpg)
Ar gellig (e latin cellula, a dalv kement ha kambrig ) eo an unvezenn framm, mont-en-dro ha gouennañ hag a ya d'ober an hollad, pe ul lodenn, eus pep tra vev, pep bevegan. Pep kellig zo ur beveganig, ha pa vez en un organeg lieskelligek ez a en-dro en un doare emren, nemet e kenaoz gant ar re all. Bodet eo ar c'helligoù heñveldoare er gwiadoù, hag ar gwiadoù bodet a ya d'ober organoù.
Dont a ra an anv eus he neuz, hañval a-hervez ouzh kellig ur manac'h : Pa vez sellet ouzh gwiadoù boudoù-bev gant ur mikroskop e teu anat e vezont brikennoù ar vuhez (o framm).
Unvaniezh ar boudoù-bev a denn he arguzenn gentañ eus bezañs ar c'helligoù o sevel pep bevegan : Pep kellig a zo savet diwar ur framm hag ur metou diabarzh boutin ; kempouezet a vez dibaouez hemañ (homeostasiezh ar metou diabarzh) evit ma vefe spletus evit buhez, mont-en-dro ha gouennadur ar gellig.