From Wikipedia, the free encyclopedia
Ramiro Iañ, ganet war-dro 790 en Oviedo, ha marvet d'an 1 a viz C'hwevrer 850 en e balez e Santa María del Naranco, en Oviedo, a oa roue Asturiez entre ar bloavezhioù 842 ha 850. Kempredad e oa gant Nevenoe.
Ren a reas war-lerc'h ar roue Alfonso II Asturiez el Casto, marvet divugel. Kempredad e oa da Abderramán II, emir omeya kêr Córdoba en IXvet kantved. En e amzer e voe savet un toullad monumantoù en doare ramirek, evel palez Santa María del Naranco.
Kenderv e oa d'ar roue Alfonso II Asturiez el Casto (759 – 842). Hervez kronik Alfonso III, e oa bet dibabet gant Alfonso II el Casto evel pennhêr dre ma n'en doa mab ebet. Adalek 835 e oa bet fiziet ar gouarnamant ennañ.
Pa varvas ar roue edo Ramiro e-maez Asturiez, en Bardulia, en douaroù a voe da Gastilha diwezhatoc'h, oc'h eurediñ. E vad a reas Nepociano, comes palatii ha cuñado ar roue, eus e ezvezañs, evit bezañ olevet evel roue, gant harp Astured ha Vaskoned, a oa bet feal bepred da Alfonso II. Ramiro a glaskas skoazell en Galicia, a vodas un arme, hag a gerzhas war-du Oviedo. Nepociano a c'hortozas donedigezh Ramiro en Cornellana, war lez ar stêr Narcea. Met nac'h a reas arme Nepociano en em gannañ, ma rankas ar priñs tec'hel. Ha Ramiro war e lerc'h. Tapet e voe Nepociano gant ar gonted Scipion ha Sonna, dislagadet, ha kraouiet en ur manati.
Goude emsavadeg Nepociano e renas evel Roue Asturiez eus 842 betek e varv e 850. Ur marevezh brezelioù dizehan a-enep ar Vuzulmaned e oa. Trec'h e voe en emgann Clavijo, ha kemer a reas Calahorra. Goude ma voe dilennet da roue e voe dilezet an anvidigezh dre zilennadeg, e doare ar Vizigoted, evit an hêrezh a dad da vab.
Mab e oa da Bermudo Iañ el Diácono (an diagon), roue Asturiez ha Roue León etre 788 ha 791, ha d'e bried ar rouanez Uzenda Nunilona. E vamm a vefe bet merc'h da Flavio Ataúlfo, pinvidig galisat, mab-bihan da Witiza, roue ar Vizigoted a renas e Spagn etre 698/702 ha 709/710.
Ar roue Alfonso II Asturiez el Casto n'en doa bugel ebet (setu a belec'h e teu e lesanv) a lezas ar galloud gantañ, hogen un tamm mat a oa gantañ dija abaoe a-raok 842.
En 844 e tegouezhas listri viking war aod Gijón. Dilestrañ a reas ar voraerien ha mont betek Iul lec'h anvet Tour-Tan Brigantio en A Coroña, e Galiza.
En 844 e voe faezhet Ramiro en emgann Albelda gant arme Abd al-Rahman II .
Hennezh, emgann Clavijo, pe emgann Logroño, zo un emgann mojennel en IXvet kantved etre arme Ramiro ha hini Abd al-Rahman II.
Er bloaz 845 e voe kemeret kêr León gant ar Vored, preizhet ha devet.
En holl gronikoù eo anvet skourjez a justis.
N'eo ket sklaer skridoù ar c'hronikoù met meur a dra a ouzer.
Ramiro a voe ivez tad da :
Etre ar mareadoù brezeliñ e veze Ramiro o sevel ilizoù ha palezioù, kibelldioù e marmor, enne bolzoù hep koad, ur burzhud en amzer-hont, a lakae e gempredidi da vamiñ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.