From Wikipedia, the free encyclopedia
Priñselezh Teodoros (Gresianeg Θεοδόρο), Gothia (Gresianeg Γοτθία) a oa ur vro vihan e mervent Krimea etre an XIIvet kantved hag ar XVvet kantved. Doros (Mangup hiziv) a oa e gêr-benn. Ouzh Impalaeriezh Trebizond e oa kevreet en un doare start. Ar familh roueel, liammet dre euredoù ouzh tiegezh ar Megaloi Komnenoi, a oa anvet Gabras e gresianeg pe Chowra e turkeg. Armeniat e oa a orin, war a seblant, hag ur skourr eus ar familh a zivroas da Voskov e diwezh ar XIVvet kantved. Eno e tiazezjont ar manati Simonov. An tiegezh Khovrin, evel ma oa anvet neuze, a oa en he c'herz ar garg teñzorer Moskovia dre hêrezh. O anv a gemmjont da C'holovin er XVIvet kantved.
E miz Mae 1475 e voe kemeret Kafa gant Gedik Ahmet Pasha. Sezizañ a reas Mangup hag e fin ar bloaz, goude pemp miz seziz, e kodianas ar gêr. Dibennet e voe ar priñs diwezhañ ha da Harem ar Sultan e voe kaset e wreg hag e verc'h. Tra ma chome ar pep brasañ eus Krimea dindan Khanad Krimea, a oa deut he rener da vezañ gwaz an Ottomaned, douaroù Teodoros ha kreisteiz Krimea a oa meret war-eeun gant an Nor Uhel.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.