Ar praksinoskop zo ur c'hoariell bet ijinet gant ar Gall Charles-Émile Reynaud (1844-1918) e 1877 dre wellaat ar zoetrop, bet ijinet e 1834 gant ar Saoz William George Horner.
Ur "meneg enorus" en devoe ar c'hoariell en Diskouezadeg Hollvedel a voe dalc'het e Pariz e 1878, ha berzh a reas er c'henwerzh.
Eus an henc'hresianeg πραξι- praksi- "obererezh" ha σκοπεῖν skopein "arselliñ" e teu ar ger praksinoskop, a dalvezfe kement hag "arselliñ un obererezh" eta.
Arc'hwelerezh
Evel ar zoetrop ez eo diazezet ar praksinoskop war anadenn dreistpad al luc'hsae.
Savet eo diwar ur granenn gwisket he zu diabarzh gant un heuliad skeudennoù ; e-lec'h faoutoù toullet a-zerc'h war kostez ar granenn ez ijinas Charles-Émile Reynaud staliañ melezourioù e diabarzh ar granenn ivez, e-tal ar skeudennoù[1].
Pa dro ar granenn d'an tizh mat e weler ur melezour hepken hag ar skeudennoù o tibunañ warnañ. Dre-se e weler ur skeudenn-vev, spisoc'h ha skedusoc'h eget an hini a vez roet gant ur zoetrop.
E 1889 e krouas Charles-Émile Reynaud an Théâtre Optique ("ar C'hoariva optek"), a zo ur prakisnoskop a c'hall bannañ heuliadoù hir a skeudennoù-bev war ur skramm. En e sal e c'hallas an ijinadenner diskouez tresadennoù-bev bet graet gant an dorn.
Buan avat ez eas an Théâtre Optique e-maez ar c'hiz, en abeg da luc'hvanner filmoù Auguste ha Louis Lumière.
Hêrezh
E kreiz an XXvet kantved, e 1956, e voe embannet evit ar vugale ur bladenn sonerezh kevret gant ur praksinoskop.
- Ur melezour 16 tal dezhañ a veze staget ouzh ahel an troer-pladennoù, hag a droe kentizh ganti (78 tro bep munutenn) ; e-kreiz ar bladenn e oa ur mell liketenn warni un heuliad a 16 skeudenn, ha pa selled ouzh ar melezour e weled un dresadenn-vev a glote gant ar ganaouenn.
Er bloavezhioù 1960 e voe degaset an ardivink-se, anvet The Red Raven Magic Mirror ("Melezour-hud ar Vran Ruz"), e Japan hag en Europa (Teddy e Bro-C'hall hag en Izelvroioù, Mamil Moviton en Italia, hag all)[2].
Skouerioù
- Le fumeur
- Le trapèze
- La rosace magique
- Le singe musicien
Notennoù
Liammoù diavaez
Pennadoù kar
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.