Posom korr Tasmania
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Posom korr Tasmania (Cercartetus lepidus) zo ur bronneg godellek hag a vev e Tasmania ha gevred Aostralia.
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Usurzhad : | Marsupialia | ||
Urzhad : | Diprotodontia | ||
Kerentiad : | Burramyidae | ||
Genad : | Cercartetus | ||
Anv skiantel | |||
Cercartetus lepidus Thomas, 1888 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An hini bihanañ eus an holl c'hodelleged eo Cercartetus lepidus[1]
Etre 6,6 ha 7,5 cm eo ment keitat al loened en oad gour (al lost e-barzh) hag etre 7 ha 10 gramm a bouez zo enno.
Tev ha dous eo o feur gell, a zo kentoc'h gris war o bruched hag o c'hof.[1]
Berr eo o fri, gant mourrennoù hir ; war dremm al loen emañ e zaoulagad ; hir, tost divlev ha fiñvus eo e zivskouarn. Hegrog eo al lost ken hir hag an hanter eus ar c'horf.
E Tasmania a-bezh e vev al loen ; krediñ a raed e oa aet da get, betek ma voe kavet unan bev e 1964 en Enez Karta Pintingga (Kangaroo Island) a-vaez da Stad Aostralia ar Su ; loened all zo bet kavet abaoe e diazad Murray-Darling war ar c'hevandir en Aostralia ar Su hag e Stad Victoria.[1]
E koadegi sec'h, bodoù eukaliptuz ha lannegi e kaver Cercartetus lepidus.
N'eus bet kavet is-spesadoù ebet da Bosom korr Tasmania ; diwar dielfennadennoù TDN avat ez eus bet goulakaet e vefe Cercartetus lepidus Tasmania un is-spesad eus hini ar c'hevandir, pe ur spesad disheñvel zoken[2].
Loened noz ha gwezat eo Posomed korr Tasmania, met ral a wech e pignont betek barr ar gwez gant aon rak bout paket gant laboused moarvat.
Diwar bandennoù ruskenn e savont o neizhi bolzek e gwez kleuz pe e koad brein. En o unan e chomont peurliesañ, ne rannont o neizh nemet gant o re vihan.[1]
Pa vez yen an amzer, e-tro 6°C pergen, e c'hall Cercartetus lepidus morvitellat : digreskiñ a ra gwrezverk e gorf, ha ne anal nemet 1% eus an oksigen a ya gantañ pa vez dihun[3].
A-hed ar bloavezh e c'hall al loen gouennañ, met an nevezamzer hag an hañv eo ar mareoù pennañ. Bras eo godell ar barez, pevar zezh ennni — pevar c'holen d'ar muiañ e c'hall genel en un torad neuze. Goude un 42 zevezh bennak e tilez ar re vihan godell o mamm ; lod anezho avat a c'hall chom a-ispilh ouzh he feur ha bezañ douget ganti e-pad ur mare c'hoazh. Pa vezont e-tro da 90 devezh e kuitaont an neizh da vat da glask o boued.[1]
Hollzebrer eo Cercartetus lepidus : amprevaned, glazarded ha kevnid dreist-holl; nektar ha pollen ar gwez eukaliptuz ha gwez banksia (Banksia serrata) a ya gantañ ivez, ar pezh a laka Posomed korr Tasmania da bollenerien. Gouzout a reer e vezont debret gant ar bronneged diaouled Tasmania ha Dasyurus, gant al laboused Dacelo ha kaouenned masklet Aostralia (Tyto novaehollandiae), ha gant an "naeron tigred" (Notechis scutatus).[1]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.