From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Ponginae zo un iskerentiad eus kerentiad an Hominidae. Gwezhall e oa ul lignez marmouzed eus Eurazia ennañ meur a spesad, hiziv n'eus ken ur genad en iskerentiad, Pongo (orangoutaned), ennañ tri spesad : orangoutaned Sumatra (Pongo abelii), orangoutaned Tapanuli (Pongo tapanuliensis,) ha orangoutaned Borneo (Pongo pygmaeus). Emañ en tri spesad war-nes mont da get en natur hervez an IUCN[1][2][3]
Anadiñ a reas ar genadoù ponginae kentañ, Sivapithecus ha Khoratpithecus[4][5], er Miosen, 6 pe 7 milion a vloavezhioù a-raok ma vefe kavet roudoù eus orangoutaned er Pleistosen e Gevred Azia hag e su Sina[6]. Ar genadoù Lufengpithecus, Ankarapithecus, ha Gigantopithecus a c'hallfe mont e-barzh ar Ponginae ivez. Koulskoude an dielfennadur filogenetek kaset da benn e 2004, a ziskoueze da gentañ e oa tost-kenañ Lufengpithecus hag Ankarapithecus d'an orangoutaned, en deus roet disoc'hoù diheñvel "gant un hentenn dezrannañ hag a glaske bihanaat kudennoù stratigrafek"[7]
Ar genad Ponginae karrekaet zo anavet ar gwellañ eo Sivapithecus, ennañ meur a spesad o doa bevet etre 12,5 milion ha 8,5 milion a vloavezhioù zo. Disheñvel eo o dent ha morfologiezh tu a-dreñv o c'hlopenn diouzh re an orangoutaned[7].
Ponginae[8]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.