From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar polis, pe ar gêrreizh, zo un aozadur a-berzh Stad, karget da lakaat an urzh da ren er gevredigezh ha da lakaat an dud da zoujañ d‘al lezennoù.
Gallout a ra izili ar polis ober gant an nerzh evit se.
Peurvuiañ e lakaer kemm etre ar polis hag an aozadurioù a zo karget da zifenn ar Stad a-enep tagadennoù eus an estrenvro hag a anver armeoù. E broioù a zo koulskoude n’eo ket splann ar c'hemm, pa gaver en aozadurioù a zo karget da lakaat an urzh da ren er gevredigezh tud a seller outo evel soudarded : Archeriezh vroadel e Bro-C'hall pe Guardia Civil e Spagn.
Meur a dra a gaver en obererezh ar polis, met tennañ a ra an darn vrasañ anezho da virout an urzh er gevredigezh. E kevredigezhioù a zo, en amzer dremenet dreist-holl, e oa kefridi ar polis mirout digemm aozadur ar gevredigezh (ar renkadoù) ha difenn ar berc'henniezh prevez, da lavaret eo e tifenne interestoù ar re binvidikañ.
Gerioù heñvel ouzh ar ger brezhonek polis a vez implijet en ur bern yezhoù hag ur bern broioù evit seurt aozadurioù. Met gerioù all a gaver ivez, evel kêrreizh e Breizh, milicija e Rusia pe Garda Siochána en Iwerzhon.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.