Pobloù Enez Vreizh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Anavet madik a-walc'h eo anvioù pobloù brezhon Enez Vreizh en Oadvezh an Houarn d'ar mare ma voe aloubet gant Impalaeriezh Roma adalek ar bloaz 43, dre ma'z eus bet kaoz anezho en oberoù istorourien evel Julius Caesar ha Tacitus. Pa voe staliet ar melestradur roman e voe graet civitates romanorum ("keodedoù roman") anezho, ha warno e voe diazezet ar rouantelezhioù brezhon goude ma voe aet ar Romaned kuit e 410.
An douaroniour henc'hresian Klaudios Ptolemaios (c. 90 - c. 168) o lec'hias resis a-walc'h en e oberenn Γεωγραφικὴ Ὑφήγησις Geōgraphikḕ Hyphḗgēsis "Dornlevr Douaroniezh", ma teskrivas ar bed evel ma oa anavet da vare an Impalaeriezh roman.