Poatev (Poitou e galleg, ha Poetou e poateveg) a zo unan eus ar broioù kozh a yeas d'ober Bro-C'hall, e kornaoueg ar vro, hag er gevred da Vreizh. Ur vro dizalc'h eo bet e-pad mare he c'honted. N'eus ket anv eus Bro-Boatev hec'h-unan ken ent-ofisiel. Ur rannvro c'hall a veze graet Poitou-Charentes anezhi zo bet betek ar bloaz 2014, pa voe staget ouzh Rannvro Aquitaine.

Thumb
Sede pelec'h emañ Poatev.
Thumb
Poatev-Izel er c'hornôg, Poatev-Uhel er reter.

Kaoz a vez a-wechoù eus Poatev-Izel, er c'hornôg, hag a glot dre vras gant an Departamant Vendée, ha Poatev-Uhel, er reter.

Eus ar proviñs d'an departamantoù

Rannet eo bet Poatev etre meur zepartamant e 1790. Ar pep brasañ a zo aet d'ober departamantoù ar Vañde, an Deux-Sèvres hag ar Vienne, met darnoù a gaver ivez er Charente, ar Charente-Maritime, an Indre ha betek an Haute-Vienne. Un nebeud kumunioù en em gav ivez er Maine-et-Loire, hag unan eus kumunioù Marzioù dispartiañ Breizh ha Poatev ma oa an tu-kreñv gant Poatev a zo en em gavet e departamant al Liger-Atlantel (Ruvelieg).

Thumb
Ar Poatev rannet etre an departamantoù.


Loened

Brudet eo ezen Poatev, pe gentoc'h ar ouenn a vez graet “baudet du Poitou” anezhi.

Pennad kar

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.