Pim Fortuyn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Wilhelmus Simon Petrus Fortuijn (19 a viz C'hwevrer 1948 e Velsen – 6 a viz Mae 2002 e Hilversum), brudetoc'h dindan an anv Pim Fortuyn a oa ur politikour izelvroat. Drouklazhet e voe gant un ekologour radikal a felle dezhañ, evel ma lavaras e-pad e brosez e 2003, «gwareziñ ar vuzulmiz.»[1],[2],[3],[4]
Pim Fortuyn a studias ar sokiologiezh e skol-veur Amsterdam ha goude-se e teuas da vezañ mestr-skorer war ar sokiologiezh e skol-veur Groningen hag e skol-veur Erasmus e Rotterdam.