From Wikipedia, the free encyclopedia
Peblig (Publicius, e latin ) a oa ur priñs brezhon e dibenn ar IVe kantved, hag ur sant, hervez ar vojenn.
Mab e oa da Vacsen Wledig, pe Magnus Clemens Maximus, impalaer en Enez Vreizh, Galia ha Spagn, a voe lazhet er brezel e 388. E vamm e oa Elen Luyddog, ur briñsez vrezhon lakaet da santez. Breur e oa da Owain fab Macsen Wledig, ha d'an impalaer Cystennin hervez ar vojenn.
Gantañ e vije bet savet un iliz e Llanbeblig, e-kichen Segontium (Caernarfon), ur c'hreñvlec'h roman. Dont a ra e anv kembraek Peblig eus an anv latin Publicius, pezh a ziskouezfe e orin roman, hogen n'haller ket prouiñ pe e oa mab da Elen ha Macsen pe ne oa ket.
Hervez Nennius, en IXvet kantved (ur pevar c'hant vloaz goude eta) e vije bet bez Cystennin e "Caer Seint". Kaset e voe an arched da iliz Llanbeblig war urzh ar roue saoz Edouarzh Iañ e 1283.
D'an 3 a viz Gouhere e vez lidet ar sant.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.