Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Constantinus II, pe Flavius Claudius Constantinus Augustus (316-340), a oa un impalaer roman kristen, mab da Gonstantinus Iañ.
Ganet e oa en C'hwevrer 316 en Arle. Mab henañ Constantinus Iañ ha Fausta, e eil pried, e oa, ha savet er relijion gristen. Daou vreur en doe ivez, Constantius, ganet en 318, ha Constans, ganet en 320 pe 323, ha div c'hoar, Constantina ha Helena.
Anvet e voe da Caesar en Meurzh 317, da ur bloaz, war un dro gant e hantervreur Crispus, mab Minervina, ha gant Licinianus, mab da Licinius.
En 321 e voe trec'h Crispus war ar Franked, ma voe anvet da gonsul goude, hag e vreur Constantinus, pemp bloaz, gantañ.
E 323, pa oa seizh vloaz, e kemeras perzh er brezel renet gant e dad ouzh ar Sarmated.
Da zek vloaz, goude marv Crispus, e voe lakaet e penn Galia. Hervez un enskrivadur eus 330 en devoa bet an tirl a Alamannicus, ha sur a-walc'h e oa bet trec'h e jeneraled war an Alamanned.
Pa varvas e dad Constantinus Iañ, e 337, e voe anvet da Gaesar war un dro gant e vreudeur, Constantius II ha Constans, ha rannet e voe an impalaeriezh etre int hag o c'hendirvi, ar Gaesared Dalmatius ha Hannibalianus. Met kenkent ha marvet an tad e krogas e vibien da aozañ lazhañ ar peurrest eus an tiegezh, a voe kaset da benn gant an arme.
Goude-se en em gavjont o-zri e Pannonia, hag eno, d'an 9 a viz Gwengolo 337, e voe rannet an impalaeriezh etrezo o-zri. Ha Constantinus en doe Galia, Britannia ha Hispania.
Mervel a reas en Ebrel 340.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.