Palma il Vecchio
From Wikipedia, the free encyclopedia
Jacopo Negretti, pe Jacopo Nigretti (Serina, 1480 - Venezia, 1528), a veze lesanvet Palma il Vecchio, a oa ul livour italian eus Skol Venezia, ganet en Serina Alta, tost da gêr Bergamo. Lesanvet e oa Palma il Vecchio abalamour d'un niz lesanvet Palma il Giovanno hag a oa diskibl d'an Tizian. Gant Giorgio Vasari e veze lavaret Il Palma anezhañ en e levr Le Vite.
War-dro 1510 e kuitaas Bergamo da zont da Venezia. Er bloavezhioù 1512-1514 e livas un Assomption er Scuola di Santa Maria Maggiore.