Ottokar II Přemysl (tchekeg: Přemysl Otakar II., 1230 - 26 a viz Eost 1278) a oa roue Bohemia eus 1253 betek 1278. Mab e oa da Václav I Přemysl ha Kunigunde a Hohenstaufen. A-berzh e dad en doa bet Bohemia ha Moravia da hêrezh. E 1251 e voe lakaet da zug Aostria gant breujoù ar vro-se. Bloaz goude e timezas gant Margarete von Babenberg (1205–1266), hêrez Stiria. E 1260 e c'hounezas Silezia, Lusatia ha Slovakia digant István V a Hungaria. E 1269 e tegouezhas Karintia ha Karniola gant Ottokar hag e teuas da vezañ priñs galloudusañ an Impalaeriezh Santel Roman ha German.
E 1273 e oa ret dilenn ur roue alaman nevez. N'eo ket Ottokar a voe lakaet war an tron, met e enebour Rudolf a Habsbourg. Nac'hañ a reas Ottokar e anavezout ha forbannet e voe gantañ abalamour da se. E 1276 e kouezhas e holl douaroù estreget Bohemia ha Moravia etre daouarn an Habsbourged. Pa glaskas adc'hounit e zomani kollet dre nerzh, e voe lazhet en emgann e-kichen Dürnkrut en Aostria-Izel d'ar 26 a viz Eost 1278.
Dimezioù
En e raok: Václav Iañ |
Rouaned Bohemia 1253 – 1278 |
War e lerc'h: Václav II |
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.