kêr alaman From Wikipedia, the free encyclopedia
Oranienburg a zo ur gêr e Land Brandenburg en Alamagn. Kêr-benn distrig Oberhavel eo. 162,37 km² eo gorread Oranienburg. 41 590 annezad a oa enni e miz Kerzu 2009 (stankter : 256 annezad/km²). Wart ribl ar stêr Havel emañ, 35 km ac'hann da Verlin, war-du an norzh.
Rannet eo Oranienburg e 9 distrig :
Anv orin Oranienburg a oa Bötzow. Krouet e voe en 12vet kantved ha meneget evit ar wec kentañ e 1216. Soñjal a reer ez eo Albrecht Iañ Brandenburg a lakaas sevel ur c'hastell e-kichen ribl ar stêr Havel ha tro-dro d'ar c'hastell e oa kenwerzherien hag artizaned.
E 1646 e timezas Friedrich Wilhelm Iañ Brandenburg gant Luise Henriette von Oranien-Nassau. Ar briñsez a lakaas sevel ur c'hastell e mod izelvroat hag anvet e voe Oranienburg. E 1653 e voe kemmet anv Bötzow hag e teuas da vezañ Oranienburg.
E 1933 e voe krouet unan eus ar c'hampoù-bac'h kentañ en Oranienburg. Serret e voe e 1935.
En Oranienburg e oa ivez kreizenn raktres nerzh nukleel an Trede Reich hervez an istorour Antony Beevor. Soñjal a reer e voe divizet stagañ gant emgann Berlin gant Stalin a-benn tapout ar greizenn-se[1] Lavaret e vez ivez ez eo abalamour da se e voe bombezennet gant aerlu SUA d'ar 15 a viz Meurzh 1945, evit ma ne vefe ket tapet gant ar Rused just a-walc'h.[2].
Gevellet eo Oranienburg gant :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.