From Wikipedia, the free encyclopedia
Oktoberfest a zo ur fest 16 devezh-pad a vez aozet e München hag en Hannover en Alamagn. Hini München eo an hini vrudetañ. Oktoberfestoù a vez aozet ivez e Kitchener (Ontario, Kanada), Blumenau (Brazil) hag e Cincinnati (Ohio, SUA). Abaoe 1872 e vez aozet e miz Gwengolo hag ec'h echu e-pad dibenn-sizhun kentañ miz Here. Abaoe m'eo bet krouet e 1810 eo bet nullet 24 gwech abalamour d'a gleñvedoù-red pe d'ar brezelioù. Aozet e vez war un dachenn anvet Theresienwiese, anvet ivez die Wiese, pe c'hoazh die Wiesn en alamaneg Bavaria, ar pezh a dalvez an dachenn. Da Vünchen e teu 6 milion a dud, da lavaret eo ez eo fest vrasañ ar bed. Bepred e krog gant un dibunadeg ma wisk ar baotred hag ar merc'hed dilhad hengounel Bavaria : Lederhosen gwisket gant ar baotred, ha Dirndl gwisket gant ar merc'hed.
Ur fest poblek ha hengounel eus Bavaria eo Oktoberfest, ma teu familhoù en o fezh. Gwerzhet e vez bier e teltennoù kinklet ha savet a-ratozh, hag ivez er Biergarten tro-war-dro. Servijet e vez ar banneoù bier e chopinoù 1 litrad anvet Maß (nemet ar bier gwenn (Weißbier) : 0,5 litrad). Ouzhpenn evañ e vez kinniget boued a bep seurt : kig-yar, kig-moc'h rostet (Schweinsbraten ha Haxn), krazadennoù pesked (Steckerlfisch), silzig, pretzel, malachoù avaloù-douar pe bara (Knödeln), toazennoù gant fourmaj (Käsespätzle), gwastilli avaloù-douar (Reiberdatschi), kaol (Sauerkraut, Rotkraut) ha meuzioù arouezius eus Bavaria evel Obatzda (ur meskaj amann ha fourmaj druz ha leun a spisoù) ha Weisswurst (silzig gwenn). Kezeg-koad a zo ivez, ha lazioù-seniñ a ginnig tonioù bavarian hengounel hag ivez sonerezh etrebroadel.
An Oktoberfest kentañ a voe aozet d'an 12 a viz Here 1810, pa zivizas ar roue Loeiz Iañ Bavaria hag e wreg Therese Sachsen-Hildburghausen aozañ ur redadeg kezeg. Diwar hec'h anv e teu anv an dachenn. Berzh bras a voe graet gant ar fest, ha divizet e voe neuze kenderc'hel d'hec'h aozañ. Diskouezadegoù labour-douar a voe aozet ivez, bep 3 bloaz. E 1850 e voe savet an delwenn anvet Bavaria war an dachenn gant Ludwig Michael Schwanthaler ha Leo von Klenze. E 1901 e voe staliet tredan war an dachenn. E 1903 e voe staliet teltennoù bras e-lec'h ar standoù a veze implijet betek-henn. E 1950 e voe kroget gant hengoun an daouzek tenn kanol. Maer München a rank neuze evañ ar banne bier kentañ servijet war an dachenn, ha lavarout : « O' zapft is! », (da lavaret eo servijet eo ar banne bier) ha neuze ez eo aotreet gwerzhañ bier war an dachenn. E 1960 e voe paouezet gant ar redadeg kezeg. E 1980 e voe lazhet 13 den ha gloazet 200 den abalamour d'ur gwalldaol.
14 teltenn bennañ a zo en Oktoberfest.
Anv | Breserezh | Azezennoù | |
---|---|---|---|
diabarzh | diavaez | ||
Hippodrom | Spaten-Franziskaner-Bräu | 3 200 | 1 000 |
Armbrustschützenzelt | Paulaner | 5 839 | 1 600 |
Hofbräu-Festzelt | Hofbräu München | 6 896 | 3 622 |
Hacker-Festzelt | Hacker-Pschorr | 6 900 | 2 400 |
Schottenhamel | Spaten-Franziskaner-Bräu | 6 000 | 4 000 |
Winzerer Fähndl | Paulaner | 8 450 | 2 450 |
Schützen-Festhalle | Löwenbräu | 4 442 | 0 |
Käfers Wiesen Schänke | Paulaner | 1 000 | 1 900 |
Weinzelt | Nymphenburger Sekt | 1 300 | 600 |
Paulaner Weißbier | |||
Löwenbräu-Festhalle | Löwenbräu | 5 700 | 2 800 |
Bräurosl | Hacker-Pschorr | 6 000 | 2 200 |
Augustiner-Festhalle | Augustiner Bräu | 6 000 | 2 500 |
Ochsenbraterei | Spaten | 5 900 | 1 500 |
Fischer Vroni | Augustiner | 2 695 | 700 |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.