Oberiadur-brezel Red Wings
From Wikipedia, the free encyclopedia
Oberiadur-brezel Red Wings, anvet ivez "emgann Abbas Ghar" en un doare amspis, anvet "oberiadur Redwing" a-wechoù en un doare fazius, pe c'hoazh Red Wings, a zo bet un oberiadur-brezel e-kerzh Brezel Afghanistan.
Fedoù berr-ha-berr Oberiadur-brezel Red Wings, Maread ...
Oberiadur-brezel Red Wings | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel Afghanistan (2001) etre Lu ar Stadoù-Unanet ha soudarded Talibaned | |||||||
Kartenn an oberiadur brezel Red Wings | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
SUA | Taliban | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Letanant koronal Andrew MacMannis (USMC) Letanant komandant Erik S. Kristensen (Navy Seals) Letanant Michael P. Murphy (Navy Seals) | Ahmad Shah | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
SUA:
| Taliban
| ||||||
Kolloù | |||||||
* 19 marvet
| * Dianav 35 d'an uhelañ
|
Serriñ
E distrikt Pech, proviñs Kounar en Afghanistan, e menezioù Sawtalo Sar, e oa al lec'h-emgann.
Eus ar 27 a viz Even 2005 betek kreiz miz Gouhere 2005 e padas an oberiadur. Bet eo Red Wings an emgann ma voe lazhet ar muiañ niver a soudarded amerikan e-kerzh ar memes devezh e-pad Brezel Afghanistan aboae e zeroù 5 bloaz a-raok, evit an Navy abaoe an Eil Brezel-bed[1].