![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/95/Nj%25C3%25B6rd%2527s_desire_of_the_Sea.jpg/640px-Nj%25C3%25B6rd%2527s_desire_of_the_Sea.jpg&w=640&q=50)
Njörðr
From Wikipedia, the free encyclopedia
Er wengelouriezh lec'hlennat eo Njörðr ur vanir. Gant e c'hoar, dianav he anv, e c'hanas Freyr ha Freya, mes dimezet e oa gant Skaði, hag e oa o chom e Nóatún. Liammet eo-eñ ouzh ar mor, an avel, ar peskerezh, ar binvidigezh ha struj an edegi.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/95/Nj%C3%B6rd%27s_desire_of_the_Sea.jpg/640px-Nj%C3%B6rd%27s_desire_of_the_Sea.jpg)
En Edda e gwerzennoù emañ Njörð, ha kavet e vez en Edda e komz-plaen skrivet gant Snorri Sturluson, hag en Heimskringla, enkorfet evel Roue kentañ Sveden, hag en anvioù lec'hioù eus Skandinavia ivez. Azeulet e veze Njörðr betek an XIXvet kantved gant lidoù hengounel norvegiat, trugarekaet e veze evit struj ar mor.
Njörðr zo liammet e anv ouzh Nerthus, un doueez kozh a oa azeulet gant ar C'hermaned en henamzer. Marteze gant ar gouron Hadingus. Brudetoc'h e oa-eñ pa oa boutin ar relijion norzhek e broioù germanek a-bezh ha pa weler niver al lec'hioù a zo e anv ennañ. Njörðr a c'hall bezañ skrivet Njord, Njoerd, or Njorth hiriv an deiz.