From Wikipedia, the free encyclopedia
Máirtín Ó Cadhain (distaget /ˈmɑːrʲtʲiːɲ oː'kaiɲ/) (1906-1970) zo bet unan eus brasañ skrivagnerien al lennegezh iwerzhonek. Ganet e oa bet e Cnocán Glas, e-kichen An Spidéal e kontelezh Gaillimh. Ezel e oa eus an IRA (Arme Republikan Iwerzhon, ur strollad e-maez lezenn, o stourm gant armoù evit frankiz hag unvaniezh Iwerzhon), hag a-hed e vuhez e voe sokialour. Ur stourmer evit an iwerzhoneg e voe e vuhez-pad ivez, e-barzh Muintir na Gaeltachta hag en deus gounezet gouezelva Rath Cairn e 1935 hag e-barzh Cearta Sibhialta na Gaeltachta (Emsav ar gwirioù keodedel) diwezhatoc'h.
Karc’haret e voe e kamp Currach e kontelezh Cill Dara a-hed an Eil brezel-bed (1940-1944), dre ma tamalled dezhañ bezañ un ezel eus an IRA. Eno e studias meur a yezh, evel ar rusianeg, ar c’hembraeg hag ar brezhoneg. Eno ivez e savas e romant brudetañ Cré na Cille (douar ar vered). Kelenn a reas iwerzhoneg da gantadoù a brizonidi all eus an IRA e-pad ar bloavezhioù-se. Pa oa en toull-bac’h ez embannas daou levr all ivez, Athnuachan ha Barbed Wire.
Daoust ma n’en doa ket graet studioù uhel, e voe anvet da gelenner e skol-veur TCD (Trinity College, Dublin) evit kelenn iwerzhoneg eno, en abeg d’e anaoudegezh don eus ar yezh. Ó Cadhain zo bet unan eus mistri al lennegezh iwerzhonek en XXvet kantved, barrek war an holl rannyezhoù, war gouezeleg Bro-Skos, war an heniwerzhoneg hag ar c’hrenniwerzhoneg.
Troet en deus oberennoù diwar yezhoù all ivez :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.