From Wikipedia, the free encyclopedia
Monetaria moneta a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin-tre an hini eo.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor moneiz | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Monetaria | ||
Anv skiantel | |||
Monetaria moneta (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Monetaria annulus o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin brav eo an Monetaria moneta. Kavet e vezont tost-tre eus an aod a-wechoù deus an deiz war a bep seurt skoroù, traezh, reier, korailh etre live an izel mor ha nebeut metroù donder.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 17 ha 28 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 9 mm gour, pe ramz, betek 44 mm.
Monetaria annulus ha Monetaria obvelata daou spesad tost a-walc'h.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. ErMor Ruz hag e Polinesia e vez kavet anezhañ ivez.
Abalamour d'o bravantez, kement hag ar c'hementadoù bras anezho a c'helle bezañ kavet aes a-walc'h gant pobloù aodoù meurvorioù Indez hag Habask eo bet dastumet hag implijet kalz ar c'hregin-se evit talvezout a arc'hant evel pezhioù moneiz pe evit sevel troioù-gouzout ha bravigoù all hag ivez evit kinklañ objedoù hengounel evel maskloù hag all e kalz broioù Afrika,lod anezho pell-tre eus lec'h bevañ ar c'hregin-se.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.