Mirdioù broadel Berlin
From Wikipedia, the free encyclopedia
Mirdioù broadel Berlin (alamaneg : Staatliche Museen zu Berlin) a zo ur hollad mirdioù e Berlin a zo arc'hantaet gant stad kevreadel Alamagn hag al Länder. En holl ez eus 17 mirdi, tri ensavadur enklaskoù ha Stal-labour ar moullañ (Gipsformerei). Enno e c'haller arvestiñ ouzh oberennoù eus penn-kentañ istor an arz betek an arz a vremañ. Krouet e voent pa voe diazezet Mirdi ar roue gant Friedrich-Wilhelm III Prusia. Hiziv an deiz ez int meret gant Diazezadur glad sevenadurel Prusia (Stiftung Preußischer Kulturbesitz)[1].