From Wikipedia, the free encyclopedia
Kulturforum a zo un hollad savadurioù gouestlet d’ar sevenadur e Berlin, nepell eus Potsdamer Platz. Savet eo bet er bloavezhioù 1950 ha 1960 war harzoù Berlin ar C’hornôg. Unan eus perzhioù Kulturforum eo an doare m’eo bet savet an savadurioù a gaver ennañ : diazezet int war steuñvioù ha mennozhioù modern savourien evel Hans Scharoun pe Mies van der Rohe.
Goude m’en defe bet Scharoun mennozh Kulturforum, e voe lakaet Rolf Gutbrod e karg eus ar raktres e 1968. Ar pal a oa sevel savadurioù a vefe mirdioù enno.
Lakaat a reas sevel mirdi an arzoù-kinklañ (Kunstgewerbemuseum) ha kerkent e savas tabut abalamour d’e stumm postek an d’an aozañ diabarzh hag a oa luziet.
Kenderc’hel a reas al labourioù e 1988, kaset gant ar savourien Hilmer ha Sattler. Klask a rejont aozañ un hollad savadurioù kenglotus hag e lakjont sevel ur mirdi nevez, hini al livouriezh (Gemäldegalerie). Peursavet e voe e 1998.
Ouzhpenn an daou virdi-se e kaver hiziv an deiz al levraoueg arzoù (Kunstbibliothek) ha kambrig an engravadurioù (Kupferstich kabinett).
E-touez an ensavaduriù sevenadur staliet e Kulturforum pe tro-dro emañ ar re da heul :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.