Meteren (e galleg: Méteren) a zo ur gumun eus Flandrez Frañs, e departamant Norzh, en Hanternoz Bro-C'hall.
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Anv | Meteren |
Anv ofisiel | Méteren |
Kreiz kêr Méteren | |
Lec'hiadur | |
Riez | Frañs |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Norzh |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Dukark |
Etrekumuniezh | Communauté de communes Monts de Flandre - Plaine de la Lys |
Kanton | Belle-Mervent |
Kod INSEE | 59401 |
Kod post | 59270 |
Maer | Béatrice Descamps |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 18,44 km² |
Led | 50° 44' 29" Norzh |
Hed | 02° 41' 35" Reter |
Uhelder kreiz | 44 m |
Uhelder bihanañ | 20 m |
Uhelder brasañ | 150 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 2 159 (2007) |
Stankter | 116 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | |
Istor
XXvet kantved
- Meteren a voe kemeret gant an Alamaned e penn-kentañ miz Here 1914. D'an 13 a viz Here 1914 e voe adtapet o fozelloù-brezel gant an 10vet Brigadenn ag ar 4(ve) Rann-Lu eus ar Rouantelezh-Unanet. Dalc'het e voe ar gêriadenn gant ar Re Gevredet betek tagadenn al Lu alaman e miz Ebrel 1918, d'an 13. An 33vet Rann-Arme ag ar C'hommonwealth a zifennas anezhi betek an 16 a viz Ebrel 1918. Adtapet e voe d'an 19 a viz Gouere 1918 gant an 9vet Rann-Arme (Skosat : 2nd Royal Scots Fusiliers ha South African Composite Battalion)
[1];
- roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun
[2].
Monumantoù ha traoù heverk
Bered ar C'hommonwealth: Meteren Military Cemetery
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 31 |
Aostralia | 104 |
Bro-C'hall | 69 |
Indez | 17 |
Kanada | 7 |
Rouantelezh-Unanet | 587 |
Zeland-Nevez | 22 |
Hollad | 837 |
Krouet e voe ar vered e 1919 gant ar C'hallaoued: degaset e voe enni bezioù ag ar C'hommonwealth, gall hag alaman o tont eus an tachennoù-emgann hag eus beredoù arall. Ar bezioù alaman ha lod ag ar bezioù gall a zo bet kaset kuit evit bout lakaet e beredoù all[3].
Douaroniezh
Emdroadur ar boblañs 1793-2007
Melestradurezh
Tud
Liammoù diavaez
Dave ha notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.