From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Mercosur (Mercosul e portugaleg) zo anezhi kumuniezh armerzhel broioù Amerika ar Su. Talvezout a ra Mercosur kement ha kenvarc'had ar Su (Mercado Común del Sur e spagnoleg / Mercado Comum do Sul e portugaleg / Ñemby Ñemuha e gwaranieg) e div yezh ofisiel ar MERCOSUR (ar spagnoleg gant Arc'hantina, Paraguay, Uruguay, Venezuela hag ar broioù kevelet hag ar portugaleg gant Brazil).
Deuet e oa ar Mercosur war-wel d'ar 26 a viz Meurzh 1991 pa oa bet sinet feur-emglev Asunción. An trede marc'had unanet er bed eo goude Unvaniezh Europa hag an EFENA.
Ur benveg kenlabour aet kalz pelloc'h eget an EFENA eo.
Disklêriadur Cuzco d'an 8 a viz Kerzu 2004 a rakwel e enframmañ tamm ha tamm en un unvaniezh politikel hag armerzhel e Suamerika a-bezh : Unaniezh Broadoù Amerika ar Su (UNASUR). Se a dalvo teuz ar Mercosur ha Kumuniezh an Andoù (Kolombia, Ecuador, Perou ha Bolivia), hag enframmadur Chile, Guyana ha Surinam ouzhpenn.
Ar 27vet kuzuliadeg d'ar 17 a viz Kerzu 2004 e Ouro Preto a zegemeras ent-ofisiel tri ezel kevelet nevez : Ecuador, Kolombia ha Venezuela. E-pad ar guzuliadeg-se o doa embannet Panama ha Mec'hiko e oant e sell da vont er Mercosur.
Broioù ezel pad :
Broioù kevelet d'ar Mercosur :
Broioù hag o deus emglevioù frankeskemm gant ar Mercosur :
Un nebeud sifroù tennet eus al lec'hienn ofisiel :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.