From Wikipedia, the free encyclopedia
Menfis pe Memphis (gregaj: Μέμφις Memphis) eo anv gresianek ar gêr gozh a voe kêrbenn nom kentañ Egipt Izel. Graet e veze Ineb Hedj (ar mogerioù gwenn) anezhi en egipteg. Dont a ra eus an henc'hresianeg Μέμφις zo un distummadur eus anv egiptek piramidenn Pepi Iañ (VIvet tierniezh), Men-nefer[1], a zeuas da vezañ |ⲙⲉⲛϥⲉ Menfe e kopteg. Emañ kêrioù modern Mit Rahina, Dahshour, Sakkara, Abousir, Abou Gorab, ha Zawyet el'Aryan, e su Kaero. Emaint holl e diabarzh bevennoù melestradurel eus Menfis istorel ( ). Anavezet e oa ivez Menfis en Henegipt evel Ankh Tawy ("An hini a ere an div vro"), anv a laka ar pouez war lec'h strategel ar gêr etre Egipt uhel hag Egipt izel. Emañ ar gêr gozh e kichen Mit-Rahineh (20 km e kreizteiz Kaero), war c'han gleiz an Nil.
Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
---|
Nomoù / Kêrioù |
Monumantoù / Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
Gorre Egipt / Nubia |
Lec'hiadur |
Hervez Herodotos[2] e oa krouet ar gêr gant ar faraon Menes, tro-dro da 3100 kent J.-K. hag a voe kêrbenn Henegipt e-pad an Henimpalaeriezh. Prouet eo bet e oa just ur roue mojennel eus Menes, heñvel ouzh Romulus ha Remus e mitologiezh Henroma. Moarvat e oa unvanet Henegipt abalamour d'an ezhomm o devoa an div lodenn an eil eus eben. [3].
Ptah e oa Doue pennañ Menfis.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.