From Wikipedia, the free encyclopedia
Menez Ararat (e turkeg: Ağrı Dağı; en armenianeg: Արարատ Ararat; e kurdeg Çiyayê Agirî), anvet Masis ivez en armenianeg (Մասիս), a zo ur menez uhel hag a zo bremañ e reter pellañ Turkia, goude bezañ bet en Armenia ar C'hornaoueg. Menez uhelañ Turkia eo gant 5 165 m, e proviñs Ağrı. Ur menez-tan kozh eo toget gant erc'h padus. Div uhelenn a zo, Ararat Bras hag Ararat Bihan. Brudet eo ar menez abaoe amzer ar Bibl (Geneliezh 8,4) pa'z eus meneg ennañ e vije aochet arc'h Noe warnañ war-lerc'h al Liñvadenn Veur. Daoust ma n'emañ ket ken en Armenia en deus ar menez ur perzh bras en arouezelezh ar vro. Gwelet e vez mat eus ar gêr-benn, Yerevan, ha treset eo war ardamezioù ar vro.
Gwelet a reer Menez Ararat war ardamezioù Armenia.
Treset e oa ivez war ardamezioù Republik Sokialour Soviedel Armenia.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.