Mary Woronov, ganet d'an 8 a viz Kerzu1943, zo un aktourez, skrivagnerez ha livourez stadunanat. Brudet eo dreist-holl evit he labour gant Andy Warhol hag he rolloù e filmoù Roger Corman. Woronov he deus c'hoariet en ur 80 film bennak ha pezhioù-c'hoari. Tremenet eo alies er skinwel ivez e stiradoù skinwel evel Charlie's Angels ha Knight Rider. C'hoariet he deus alies gant he c'hamalad Paul Bartel; an daouad a zo bet gwelet e 17 film disheñvel. Alies e c'hoariont ur c'houblad dimezet.
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library
Serriñ
Ar stirad skinwel Charlie's Angels en devoa enoret anezhi el lodenn "Hellride". An enebour blenier otoioù anvet "Bloody Mary" a zo deuet a-ziwar he roll er film Death Race 2000 (1975).