Marevezh Jōmon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Marevezh Jōmon (縄文時代, Jōmon jidai?) a zo ur prantad eus ragistor Bro-Japan, etre 14 000 kent J.-K. ha 300 kent J.-K., pa oa ar boblad Jōmon an hini niverusañ en enezeg. Poblet e oa Bro-Japan gant chaseerien-dastumerien ha labourerien-douar abred. O sevenadur mezolitek zo unan eus ar c'hentañ er bed en deus dizoloet ar poderezh. A-raok ar prantad-mañ emañ paleolitik Bro-Japan ha heuliet eo gant ar marevezh Yayoi.
An anv Jōmon a oa implijet da gentañ gant Edward S. Morse, ur zoologour hag ur reteroniour., a gavas priaj gant kinklaj (文 mon) gant kordennoù (縄 jō) moulet er pri e 1877 hag a droas ar gerioù-se e japaneg[2]. Talvezet en deus ar seurt kinklaj da aroueziañ ar marevezh a-bezh : Jōmon (縄文) en holl vro-Japan. N'eo ket ken unvan ar prantad-se ha ma c'hallfer soñjal evel m'en diskouez ar c'havadennoù arkeologel graet diwezhatoc'h. Ar marevezh hir-se a zle bezañ rannet e c'hwec'h prantad ma c'haller gwelet diforc'hioù hervez ar vro.
Fonnus e oa ar benvegoù ha bravigoù graet en askorn, e maen, e krogennoù hag e kerniel kirvi. Kavout a reer stank delwennouigoù ha listri pri poazh ha traezoù goloet gant lakenn[3][4][5][6]. Keñveriet e vez alies ouzh sevenadurioù rak-kolombian eus aod ar Meurvor Habask e gwalarn Norzh Amerika hag ouzh sevenadur Valdivia en Ekuador abalamour ma tiorroas ur sevenadur kemplezh eno en un endro chaseerien-dastumerien gant un implij dister eus al liorzherezh [7][8][9][10].