Marcel Cachin
From Wikipedia, the free encyclopedia
Marsel Kachin (Gilles Marcel Cachin e marilh ar boblañs, anvioù-stourmer er Strollad Komunour Gall: Adrien, Le Breton ha Lebreton[1]) (20 a viz Gwengolo 1869 e Pempoull[2]- 12 a viz C'hwevrer 1958 e Choisy-le-Roi) a oa ur politikour breizhat.
|
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Marcel Cachin |
Anv-bihan | Marcel |
Anv-familh | Cachin |
Deiziad ganedigezh | 20 Gwe 1869 |
Lec'h ganedigezh | Pempoull |
Deiziad ar marv | 12 C'hwe 1958 |
Lec'h ar marv | Choisy-le-Roi |
Lec'h douaridigezh | Bered Père-Lachaise, Grave of Marcel Cachin |
Bugel | Marcelle Hertzog-Cachin, Charles Cachin, Marie-Louise Cachin |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, publisher, kelenner skol-veur |
Implijer | L'Humanité |
Bet war ar studi e | University of Bordeaux |
Lec'h labour | Pariz |
Strollad politikel | Strollad Komunour Gall, SFIO |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | French presidential election 1932, French presidential elections of 1939, French presidential election 1931 |
Diellaouet gant | Archives nationales |
Prizioù resevet | Order of Lenin |
Mab e oa da vMarsel Kachin, archer a orin eus Saint-Justin (Gers), ha da vMarie-Louise Le Gallou, eus Plourivoù. Tad e dad a oa labourer-douar. C'hwec'h bugel en doa bet. Mont a reas Marcel Cachin da studiañ da liseoù Sant-Brieg ha Roazhon, ha da skol-veur Bourdel[3] ma tapas un aotreegezh war al Lizhiri e 1893. Dimeziñ a reas gant Marguerite David e 1906 e Pariz. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar Strollad Komunour Gall e 1920. Tomm e oa ouzh ar brezhoneg[4] ha sikour a reas Youenn Drezen goude an Eil brezel-bed. Un ti en doa e Lanserv, e Plourivoù[1]. D'ar 5 a viz Gwengolo 1941 e voe harzet, hag e vabeg Paul Hertzog d'e heul, gant ar Sipo-SD. Bac'het e voent e prizon "La Santé" e Pariz. D'ar 17 a viz Here e voe dieubet Cachin, goude sinet gantañ un disklêriadenn ma save a-enep d'ar "gwalldaolioù hiniennel". Distreiñ a reas da Vreizh[5].