From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar marc'hhouarnerezh eo an anv a vez graet ouzh ar mont war varc'h-houarn, un ardivink divrodek peurvuiañ (met unrodek, teirrodek, pe bederrodek ivez a-wechoù) hag a ya war-raok dre nerzh an den a zo warnañ. Gallout a ra an obererezh-se bezañ un doare emzezougen, ur blijadur, pe ur sport. Gallout a ra c'hoarvezout war an hentoù, pe gwenodennoù zoken a-wechoù, war ar maez pe e kêr, dindan an amzer pe dindan doenn, war an erc'h pe ar skorn ivez.
Kalz a dud a ya da labourat bemdez war o marc'h-houarn, pe a implij anezhañ da emzezougen e kêr. Kavout a ra dezho ez eont buanoc'h, pa vez stank an dremeniri, hag e kavont lec'h da barkañ aesoc'h. Lod a gav gwelloc'h mirout ar marc'hhouarn evit ar pourmen.
Evel sport ez eo gouarnet ar marc'hhouarnerezh gant an Union Cycliste Internationale e Suis. Dre vras e reer kemm etre
E kalz broioù ha n'int ket gwall ziorroet eo ar marc'h-houarn an ardivink muiañ implijet. Betek n'eus ket pell e oa gwir c'hoazh e Sina, e Viet-Nam, en India dre ma chome izel niver ar c'hirri-tan. Mar deo bet kemeret lec'h ar marc'hoù-houarn gant ar c'hirri-tan er broioù-hont abaoe deroù ar XXIañ kantved, en-dro d'ar c'hêrioù bras bepred, eo chomet gwir e Kuba.
Ouzhpenn fiñval hag emzougen a c'haller ober war varc'h-houarn, peogwir e c'haller ivez dougen marc'hadourezh.
E-pad pell amzer e veze kaset al lizhiri war varc'h-houarn hepken. E 1880 e voe prenet ar marc'hoù-houarn kentañ gant Royal Mail Breizh-Veur. 37,000 anezho zo eno hiziv, 25,700 en Alamagn, 10,500 en Hungaria ha 7000 e Sveden.
Er bloavezhioù 1950 e veze gwelet poliserien war varc'h-houarn e Pariz, ha bremañ e weler adarre, diwar-skouer Kalifornia. E Breizh ivez, e weler un nebeud poliserien war varc'h-houarn e Roazhon ha Naoned e-pad an hañv.
Gwelout ar pennad : Redadeg war varc'h-houarn.
Mont war varc'h-houarn e-kreiz an dremeniri a laka an den da analat aer saotret. Lavaret e vez ez eo dañjerusoc'h, met diskouezet ez eus bet e veze analet aer saotret muioc'h e-barzh ar c'hirri-tan[1] , abalamour ma ne vez ket nevezet an aer er c'harr pe, pa vez graet, eo gant aer saotret n'eus forzh penaos.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.